Stern

Ur stern (liester : sternioù) a vez graet eus pezhioù hir (prenn, metal, plastik) kenstrollet evit ma 'z eont da zougen traou pe o lakaat asamblez.

Meur a seurt sternioù a vez kavet evit meur a obererezh. Implijet e vezont kalz er munuzerezh (dorioù, prenestroù, arrebeuri) hag ar c'hilvizerezh. An taolennoù arzel, ar bravigoù hag an tapisoù a c'hell bezañ lakaet war ur stern ivez.

Stank e vezont sternioù arbennik evit daou obererezh, ar gwiaderezh hag ar marc'hegerezh, ken implijet m'eo lavaret stern evito hep soñjal resisañ muioc'h. Bez ez eus sternioù evit gwiadiñ a anver sternioù-gwiader ha sternioù evit lakaat al loened da denn karbedoù. Sternioù-kezeg a veze lavaret, pa oa al loened-se ar re implijetañ evit an dezougerezh gwezhall.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search